Factory Records

Factory Records a oa un ti-embann pladennoù dizalc'h breizhveuriat bet krouet e 1978 gant Anthony Wilson (Tony Wilson), Alan Erasmus ha Rob Gretton. Etre 1979 ha 1992 e labouras grafourien evel Peter Saville, Central Station Design pe 8vo evit Factory. Ur bern grafourien a-vremañ a vez c'hoazh levezonet gant o labour. Don e voe levezon graferezh bihanañ Peter Saville : war goloioù pladennoù zo ne lakae nag anv ar strollad sonerien, na zoken titl ar bladenn.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search